Partager l'article ! Skoazelliñ a ra An UDB skol Diwan Gwengamp en e rekour dirak al lez-varn melestradurel.: Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) Bro-Wengamp a zegas h ...
Pour contacter l'UDB : udbcontact@udb-bzh.net tél : 02.96.61.48.63
Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) Bro-Wengamp a zegas he holl skoazell da z/Diwan en e
rekour dirak al lez-varn melestradurel e-tal parrozioù Plouvagor, Sant-Eganton, Gras, Plouizi ha Pabu. Ar c'humunioù-se a zo holl anezhe izili, asambles gant Kêr-Wengamp, eus "Gwengamp-Kumuniezh"
a nac'h da baeañ ul lodenn-dreuziñ o klotañ gant ar vugale eus o c'humun skoliataet e Diwan-Gwengamp.
Dav eo neuze deomp merzhout daoust ma n'eo ket bet roet ar statud publik d'ar skolioù Diwan, e vanont skolioù laïk, digoust ha nann-kristen. Diogeliñ a ra servij publik an deskadurezh ar hag
en brezhoneg dindan gevrad ar Stad ha mont a ra en-dro a-drugarez da yalc'hadoù-arc'hant roet gant ar strollelezhioù tiriadel, lec'hel ha gant skoazell an dud .../...
An UDB a zegas ar soñj a-ziwar Jack Lang e 2001 hag en doa loc'het gant ur argrezh da reiñ ur statud publik d'ar skolioù Diwan ; goude bezañ bet sinet gantañ Karta ar rannyezhioù e oa 'n em
gavet dirak un hent-dall: disklêriañ a rae mennad 2 ar Vonreizh, kemmet e-koulz adsinadeg Skrid-emglev Maastricht, "Ar galleg eo yezh ar republik" .../...
Hirie an deiz, ma n'eo ket bet kemmet mennad 2 ar vonreizh, ez eo enskrivet ar rannyezhioù abaoe 2009 er mennad 75-A e rannbennad ar strollelezhioù. Pa gomzer eus kenlodennerezh ar
servijoù hag ar binvioù etre ar 6 kumun eus Gwengamp-Kumuniezh, e c'houl an UDB d'ar parrozioù ha resisoc'h c'hoazh d'an Aotrouien-Maer he doa skoazellet en dilennadegoù-kêr tremenet, e 2008:
Sant-Eganton ha Plouizi a ranko kavout un emglev da lakaat skol Diwan Gwengamp da vezañ ur skol eus an tiriad da vat, ur skol hag a zo bet sikouret gant Kêr-Wengamp hepken betek
bremañ.